Son Alma Ata Resevet 'm oa ul lizher, ya 'miz paseet 'zo dija A ginnige din-me kanań e ker Alma Ata.. Pelec'h 'oa ar barrez-se, n'am boa tamm mennozh ebet Ha me da sell't ouzh ur gartenn evit bezań skleraet Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout Furchet 'm eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud Alma Ata ebet c'hoazh en tu all d'ar frontier Pellgomz 'ran diouzhtu d'an ti-ker 'doa kaset din al lizher Bonjour deoc'h, Sekretourez, bonjour deoc'h a laran Kontant da vont lec'h peus laret, met n'ouzon ket p'lec'h emań Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C'hall ivez Sur a walc'h 'm eus komprenet fall, ar pezh p'oa skrivet din me Alma Ata, 'meus skrivet deoc'h, sellit war ur voul bremań Abalamour 'mań ar ger-se, en URSS, e Kazakstan